Degemer mat e Molan

Degemer mat e Molan, un douar war vord ar mor m’emañ an natur o’n em weañ plaen-ha-brav etre an douar hag ar mor. En hor c’humun, hag en em astenn war 4 753 hektar, ez eus un aridennad traoù kaer liesseurt da welet war zouar, dindan goad pe er mor. Kit dre hor 104 km a wenodennoù-bale hag a wenodennoù evit an MTB (marc’hoù-houarn treuz bro ) evit ober anaoudegezh dre soubañ en un endro gwarezet.

Baleadennoù en natur

Pe e plijfe deoc’h mont war-droad pe war varc’h-houarn e c’halloc’h mont gant ar gwenodennoù a zo e Molan da welet lec’hioù meur dibar. Eus porzh Belon, ul lec’h sioul anezhañ, da borzh Brignaoù, ul lec’h gwirion anezhañ, betek porzh Merien, e c’haller gwelet da bep mare pegen liesseurt eo hor gweledvaoù. Kerzhit war draezh Kerfani ha war hini Trenez, ergezhit aspadennoù arkeologel boemus, grit anaoudegezh gant hor chapelioù karget a istor ha bezit dudiet gant hor feuntenioù hag hol lennoù.

Ur glad bev

Molan zo puilh enni an teñzorioù istorel, eus an alezioù toet d’an taolioù-maen, en ur dremen dre chapelioù a-leizh. E pep straedig, e pep korn eus hor c’humun, e vez gwelet levezon hon istor, d’ar weladennerien d’anaout ur gwir bennad-buhez.

Istor ha glad

Etimologiezh ha hêrezh istorel

Dont a ra an anv Molan, distaget Molen e brezhoneg, eus « moel », da lavaret eo « moal », hag eus « lann » a dalvez kement ha « manati ». Gwechall e veze komprenet an anv-se evel « ul lec’h ha n’eus ket a c’hlasvezh ennañ », gant-se e ro deomp da c’houzout ne oa gwezenn ebet e Molan. Gallout a reer soñjal ivez, ur vartezeadenn all eo, e teu hec’h anv eus « moë » a dalvez kement ha menec’h hag eus « lan » a dalvez kement ha « manati », anvioù hag a zegas da soñj eus an arouezioù relijiel stank a zo war al lec’h, evel chapel Sant-Filiberzh da skouer.

Monumantoù zo amañ-hag-ahont e glad istorel Molan, en o zouez 2 daol-vaen ha 6 peulvan rummet, hag a zo en o sav e Bellevue hag e Mentoull. En XIvet kantved e teuas Molan da vezañ ur barrez e dalc’h eskopti Kerne. An demplourien o doa lezet roudoù eus ar pezh o doa savet, un aluzenerezh e Brignaoù hag ur malordi e Kerglien en XIIvet kantved. Etre an IXvet hag ar XIVvet kantved e oa bet taget ar gumun gant an Normanded ha trubuihoù a oa bet enni abalamour da vrezelioù Hêrezh Breizh

E deroù an XIIIvet kantved e lakaas an Dug Yann 1añ ar Rouz sevel daou bavilhon chase ha Milin an Duk e Molan. Krouet e oa bet ar gumun ent ofisiel e 1790, gant kêriadennoù eus parrezioù Lotea ha Bei enni ouzpenn. Dav eo lavaret he doa abati Landevenneg madoù bras e Molan, en o zouez aotrouniezh Treogan. E 1929 e voe adanvet ar gumun « Moëlan-sur-Mer » dre un dekred evit tremen hep kemmeskañ gant « Meslan », a zo anezhañ stumm gallek an anv « Mêlann ».

Berzh bras gant ar mor

E barr e vleuñv e voe an obererezh mor e Molan en XIXvet kantved, gant lañs ar friturioù, savet gras d’ar gwaskerezioù. War-dro 1850 e voe savet ar friturioù sardin kentañ. Diwar neuze e voe an obererezh mor e-kreiz buhez ar gumun. An istrererezh a voe o tiorren adalek 1870, merket da gentañ-penn gant ar familhoù Kadored ha Solminihac en em stalias dreist-holl en aber ar Belon, rummet momunant istorel e 2017 evit hec’h istr plat.

E deroù an XXvet kantved e voe kemeret lañs gant an touristerezh kouronkañ, aesaet gant an doareoù treuzdougen nevez. Dont a reas ar gêr gouronkañ Kerfani, ur sanatorium anezhi gwechall, da vout ul lec’h hag a blije kaer d’an dud abalamour ma voe postet argant enni en un doare speredek ha ma voe plantet pined enni evit oberiañ kavedigoù da lakaat kresteneged enne. Un annez evit touristed, anavezet dindan an anv « Castel Beach », eo ar sanatoriom kozh-se hiziv.

Ur glad relijiel ha naturel

Dibar eo Molan enni ur glad relijiel puilh, gant iliz Sant Melan, savet e 1878 gant an arkitektour Joseph Bigod. Chapel Sant Filiberzh, savet er XVIvet kantved, zo ur bravig eus ar savouriezh gotek gouestlet da Sant Filiberzh ha da Sant Rok, gwarezerien ar vartoloded ha pareerien kleñvedoù stagus.

Endro naturel Molan zo ken dibar all, gant gwenodennoù-aod ha hentoù don, a laka ur vevliesseurted dianav war wel. Gant obererezhioù, evel ar programm Breizh garzhaoueg, e vezer broudet da wareziñ ar plant, tra ma vez gwarezet an tachennoù natur gant Mirva an arvor abaoe 1976. Molan, etre hec’h amzer dremenet glorius stag ouzh ar mor hag he glad naturel gwarezet, a ray deoc’h ober ur splujadenn dudius en istor hag e liesseurted Breizh. Kit dre he straedoù karget a istor, grit anaoudegezh gant he chapelioù kevrinek hag en em lezit da vont gant kened gwarezet he gweledvaoù war an aod.

Revenir en haut de page